Iskevrennad eus | coordination, control, control |
---|---|
Rann eus | commerce, management, tourism and services |
Arvez | business administration, aozadur |
Studiet gant | sociology of management, management studies, management science |
Doare sevel | planning, melestradurezh publik, social control |
Dezverket dre | management style, management process, function, type of management, strategic management |
Pleustret gant | manager |
Object class of occurrence | den, goprad, embregerezh, kevredigezh |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/management |
Ar management a zo penaos merañ ha kas war raok un aozadur, kenwerzhel alies, pe ul lodenn deus un aozadur, en doare efedusañ, o tispakañ hag oc'h ober gant an danvezioù zo (tud, arc'hant, benviji, korvoderioù dizanvezel), o lakaat e pleustr ur strategiezh evit tizhout palioù. Ur manager a vez graet eus un den a ra war-dro management.
Talvezout a ra merañ pe mererezh an dud hag an traoù, en embregerezhioù peurliesañ met ivez er c'hevredigezhioù hep pal arc'hantus hag er melestradurezhioù foran. Sevel strategiezh an aozadur ha kenurzhiañ labour ar genlabourerien dre an danvezioù hegerz eo an obererezhioù pennañ. Daou du zo gant ar management eta : teknikel (ar gontouriezh analitek hag an hentennoù kontroll war ar merañ evit gwellekaat an danvezioù, dreist-holl) ha psikologel (lakaat an dud da gaout c'hoant da genlabourat). Disheñvel eo rol ar vanagerien hervez ment an aozadur : seul vrasoc'h eo eñ seul arbennikoc'h int, ha seul vihanoc'h seul ledanoc'h eo o c'hefridioù hag o roloù.